Denis Sassou Nguesso

Denis Sassou Nguesso (ganet d'an 23 a viz Du 1943) zo ur soudard, ur politikour kongoat ha prezidant Republik Kongo adalek 1979 betek 1992 hag adarre abaoe 1997. Deuñv Omar Bongo eo.

E 1969 e kemeras perzh e krouidigezh ar PCT (Parti Congolais du Travail) hag e 1979 e voe anvet da brezidant Republik Poblel Kongo. Addilennet e voe da brezidant gant ar PCT e 1984 hag e 1989. E 1992 e kollas an dilennadegoù. Goude bezañ tremenet daou vloaz e Bro-C'hall e tistroas d'e vro e 1997. Ur brezel diabarzh a darzhas neuze etre un arme savet gantañ hag arme Pascal Lissouba, prezidant Kongo. War-dro 400 000 den a vefe bet lazhet etre miz Mae ha miz Here 1997. Trec'h e voe Sassou Nguesso a en em lakaas en-dro da brezidant ar vro d'ar 25 a viz Here dre un taol-stad. Aozañ a reas ur referendom e 2002 evit cheñch ar vonreizh war batrom Bonreizh ar Vvet Republik c'hall : renad prezidantel, respet a 7 bloaz, mouezhiañ hollek eeun, gouarnamant renet gant ar prezidant. Dilennet e voe e 2002, 2009 ha 2016 e-kerzh dilennadegoù amsklaer. Ur vonreizh nevez a voe degemeret e 2015 dre referendom.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne